The Ten Commandments (BRETON: Bible NT, Partial OT)

The Ten Commandments CC

BRETON: Bible NT, Partial OT

Exodus (Ermaeziadeg) 20:3-17

3 Ne’z po ket doueoù all dirazon.

4 Ne ri ket dit na skeudenn kizellet, na taolennadur eus an traoù a zo d’an nec’h en neñvoù, a zo d’an traoñ war an douar, hag a zo en doureier dindan an douar;

5 n’en em stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac’hanon,

6 hag a ra trugarez betek ar milvet rumm d’ar re a gar ac’hanon hag a vir va gourc’hemennoù.

7 Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc’ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner.

8 Az pez soñj eus deiz ar sabad evit e santelaat;

9 labourat a ri c’hwec’h devezh hag e ri da holl oberoù,

10 met ar seizhvet deiz eo sabad an AOTROU da Zoue; ne ri labour ebet, na te, na da vab, na da verc’h, na da servijer, na da vatezh, na da loened, na da ziavaeziad a zo e-barzh da zorojoù,

11 rak an AOTROU en deus graet e c’hwec’h devezh an neñvoù, an douar, ar mor ha kement a zo enno, hag eo en em ziskuizhet d’ar seizhvet deiz, setu perak en deus benniget an AOTROU deiz ar sabad hag e santelaet.

12 Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro an AOTROU da Zoue dit.

13 Ne vuntri ket.

14 Ne ri ket a avoultriezh.

15 Ne laeri ket.

16 Ne lavari ket a falstesteni a-enep da nesañ.

17 Ne c’hoantai ket ti da nesañ, ne c’hoantai ket gwreg da nesañ, nag e servijer, nag e vatezh, nag e ejen, nag e azen, na tra ebet a vefe da’z nesañ.

Advertisements

Leave a Reply

Fill in your details below or click an icon to log in:

WordPress.com Logo

You are commenting using your WordPress.com account. Log Out / Change )

Twitter picture

You are commenting using your Twitter account. Log Out / Change )

Facebook photo

You are commenting using your Facebook account. Log Out / Change )

Google+ photo

You are commenting using your Google+ account. Log Out / Change )

Connecting to %s